Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 10.05.2019

2 minutes

Penaos skoazell peizanted nevez d'en em staliañ 'ba Hanveg?

Avec : Katell Guillou

Episode animé par : Erwan Blanchard

Penoas treuzkas e atant da dud yaouank fell dezho mont da beizanted? Philippe Arnaud 'zo saver chatal 'ba Hanveg 'neus divizet sikour tri den yaouank 'vo savet ganto un tropellad saout brizh-du ha saout all a ouenn hengounel. Gant o laezh 'vo produet fourmaj gwerzhet war an ti-feurm 'ba Kervel. Ouzhpenn se 'vo fardet bara war an atant. Peadra da sachañ evezh an 'ba Park Naturel an Arvorig ha lakaat 'nezho da skoazell ar raktres. 4000 euro 'vo roet da Nicolas, Alexis ha Clemence 'vit gellout mont war raok ha prenañ 10 buoc'h ouzhpenn ar re 'zo o peuriñ 'ba parkeier Hanveg dija. Setu 'pezh 'neus displeget Katell Guillou, karget a diorren 'ba Park an Arvorig, da Erwan Blanchard.
Gallout 'ra an nen sikour ar beizanted yaouank ha mont war al lec'hienn MIMOSA 'vit reiñ un tamm arc'hant d'an tri peizant nevez. 10 000 euro 'neunt afer en holl. Ouzhpenn ar 4000 euro roet gant ar PNRA 'zo bet profet muioc'h 'vit 3500 euro.