Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 27.05.2019

2 minutes

JM Blanquer: kerent Diwan 'oa o vanifestiñ dirak ar prefetioù hag an iz-prefetioù

Episode animé par : Tunvezh Gwlagen

En o malloz ruz emañ izili Diwan gant doareoù Ministr an Deskadurezh Stad. Ar sizhun dremenet n'en eus ket Jean-Michel Blanquer kinniget a amandamant d'e raktres lezenn « evit ur Skol ar Fiziañs », oa sañset rediañ pan holl gumunioù reiñ ar forfed skol da skolioù Diwan. Ur cheñchamant soñj deus perzh ar gouarnamant, pa oa bet prometet an dra-mañ gant ar c'hentañ ministr Edouard Philippe eñ e-unan.
Disadorn oa bet soñjet gant izili kevredigezhioù kerent Diwan mont da bep prefeti pe iz-prefeti 'ba Breizh, evit diskouez o fulor. E Kemper e oa un 250 bennaket a dud tomm eus Diwan bet oc'h eskemm an eil re gant ar re all ha klask bezañ klevet gant o frefed. Ur reportaj gant Tunvezh Wlegen-Grandjean.
Diskinnig : Dre ma oa an dilennadegoù dalc'het e kerzh ar fin ar sizhun, zo bet embannet gant ar prefeti n'he doa ket ar gwir da eskemm war sujedoù politikel. Groet he deus emgav da dud Diwan e kerzh ar sizhun a-zeu. Evit strolladoù Diwan Penn-ar-bed emañ an emgav e Kemper hiriv da 5e goude kreisteiz gant ar prefeti. Gall a ra pep hini mont da harpañ dileuridi Diwan.