Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 13.06.2019

2 minutes

Er C'hab Sizun ivez e vez kavet Glifozat e staot an dud

Avec : Emmanuelle Fitamant

Episode animé par : Tunvezh Gwlagen

Derc'hel a ra ar stourm enep al louzoù chimik gwerzet gant an ti Bayer-Monsanto er vro. Amañ er C'hab Sizun zo bet ur strollad all c'hoazh 'n eus nevez kaset e staot da vezañ dielfennet, ha kavet zo bet glifozat banennañ, evel just. Emmanuel Fitamant, hag a zo e strollad Staoterien Glifozat ar C'hab a zisplego deomp darmaig penaos eo ar glifozat un arouezh, evit ur stourm a denn a gwirionez d'ar sistem produiñ boued en e bezh.

Adalek 0,075ng/mL glifozat er staot e c'heller dougen klemm. N'ouzont ket c'hoazh e peseurt lez-varn e kasint o c'hlemm enep d'an ti Bayer-Monsanto c'hoazh. Dre ma n'eo ket an holl lezioù-barn digor da zegemer seurt klemmoù, evit bezañ graet treuferezh, bezañ lakaet buhez tud all en dañjer, ha bezañ fallaet an endro.