Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 10.09.2019

2 minutes

Stourm a-enep gallekadur an anvioù lec'h 'ba Breizh!

Avec : Armel Hejer, Lukian Kergoat

Episode animé par : Tunvezh Gwlagen

« Allée des Albatros » e plas « Allez al Liorzh Plouz », « Le Vernig » e plas « Ar Wernig », gant kumunioù 'zo 'ba Breizh Izel zo bet kaset politikerezhioù gallekaat an anvioù lec'h nevez 'zo, evel e Terrug pe 'ba Pleiben. Droug o deus bet daoulagad ha kalon ar vrezhonegerien. Diwar lusk ar c'hevredigezhioù Eost, Kevre Breizh hag ar Falz-Skol Vreizh, 'neunt kant arzour, skiantour pe c'hoazh kevredigezh sevenadurel, sinet ur galv da vont enep ar gallekadur. Alan Stivell, Annie Ebrel, Gilles Servat, Tri Yann, Dan ar Braz, Nolwen Korbell, Erik Marchand, Denez, Gwennyn, pe c'hoazh Krismenn a c'halv da vont da vanifestiñ e Terrug a-benn disadorn evit difenn istor ha lieseurted ar sevenadur 'ba Breizh. N'eo ket ar wech kentañ 'zo kaset seurt politikerezh gant an tiez-kêr, ha bec'h 'oe bet 10 vloaz 'zo dija etre difennerien ar yezh ha dilennidi. Bep wech e vez displeget ar gallekadur dre wask an iñstitusionoù evel an ti-post pe an IGPN, hag a c'houlennfe mont war zu ar galleg.
Ar c'haner Armel an Hejer 'n eus sinet a lizher eñ e-unan...
Diskinnig : Ur reportaj gant Tunvezh Wlagen-Grandjean. Ur pik-nik stourm bras a vo dalc'het e Terrug neuze a-benn disadorn da greistez, war aod Traezh Beleg. Pep hini a c'hell degas boued gantañ pe ganti, peadra da gouronkañ m'emañ ar c'hoant aze ivez, ha binviji sonerezh evit ar fest-deiz !