Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 10.09.2019

2 minutes

Skoazell ar repuidi 'ba Montroulez gant "Le Festival des Utopies" 'benn disadorn

Avec : Lus Chauveau

Episode animé par : Erwan Blanchard

Tri bloaz 'zo 'oa savet ar gevredigezh "Les utopistes en action" 'ba bro Montroulez, ur gevredigezh savet 'vit sikour ha skoazell tud yaouank eus broioù estren deuet da glask repu 'ba Europa ha 'ba Breizh. 'Vit skoazell 'nezho d'ober o zreuz amañ 'oa divizet gant tud a youl vat 'zo o labourat gant "Les utopistes en action" sevel ur skol, 'bar C'hloastr-Plourin, da deskiñ galleg dezho da gentañ met danvezioù all ivez 'vel ar brezhoneg. 'Vit lakaat ar sklol da vont en dro ha gellout sikour ar repuidi yaouank da debo ha da gaout dilhad 'zo savet gouelioù gant ar gevredigezh ha 'benn disadorn 'vo aozet unan: "Le Festival des Utopistes en action" 'benn disadorn 'bar C'hloastr. Deomp pelloc'h gant Lus Chauveau 'zo ezel eus ar gevredigezh ha kelenner brezhoneg 'ba Skol ar repuidi.
Atalieroù 'vit ar vagale, predoù fardet gant ar repuidi hag ur sonadeg gant pevar strollad setu buan ha buan programm ar Festival 'vo dalc'het 'benn disadorn.