Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 16.09.2019

2 minutes

600 den 'ba Terrug 'vit stourm a-enep gallekadur an anvioù lec'h 'ba Breizh!

Avec : Yann-Ber Kemener, Eric Delanoe, Serj Falezan

Episode animé par : Erwan Blanchard

600 den 'neunt manifestet 'ba Traezh Beleg 'ba Terrug disadorn evit goulenn groñs 'vefe dalc'het an anvioù lec'h e brezhoneg. Ar galv 'oa kaset gant meur a c'hevredigezh sevenadurel en o zouez Eost 'ba Terrug, en he fenn Yann -Ber Kemener 'oa bet feuket mat gant diviz an izili eus kuzul-kêr Terrug envel en galleg 32 straed ar gumun . Kinniget 'noant an izili eus Eost, pell 'zo, kenlabourat gant ar ar c'huzul ker ha 'vit tennañ gounit eus danvez ar pevar levr savet gant ar gevredigezh lec'h eo renablet an anvioù lec'h e brezhoneg. Diwar se 'zo savet etre kêr Derrug, ar maer Dominique Penneg, hag Eost 'baoe un nebeut mizioù. Met, mont a ra pelloc'h ar stourm hervez Yann Ber Kemener, prezidant ar gevredigezh Eost. Ur reportaj gant Erwan Blanchard.