Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 18.09.2019

2 minutes

Krapat, yogaat ha fardañ bier 'ba Ostel Doue 'ba Roazhon!

Avec : Olivier Lhopiteau

Episode animé par : Tunvezh Gwlagen

Evit tri bloaz eo teu Hostel Doue Roazhon da vezañ ul lec'h sevenadurel dibadus. Ar savadurioù, dilezet dibaoe bloavezhioù, a voe bet gwerzet gant an ospital CHU d'an EFPB, an ti da verañ an douaroù e Breizh. Raktreset zo da renkañ ar pezh a oa bet ti gwilioudiñ Roazhon evit dont da vezañ unan deus karterioù nevez ha cheuc'h Roazhon. En 30 000 metrad karrez e vo kavet a-benn 3 bloaz ac'hann lojamantoù, stalioù kenwerzh, ostalerioù pe c'hoazh osteloù. Da c'hortoz, e kerzh an tri bloaz da zont, e vo degemeret un emberegezh vihan eno, Mod All he anv, nevez krouet gant 6 den yaouank. Ganti vo dalc'het daou stal en Hostel Doue : the Roof ,d'ober kraperezh, yoga, ha ti-boued, hag Origines, da broduiñ bier ha da zerc'hel un ostaleri. Ganto 'vo degemeret hag aozet ur bern emgavioù sevenadurel digoust ouzhpenn an dra-se.
Digwener e oa bet digoret d'an dud evit ar wezh kentañ, hag ez eus bet dalc'het tri devezh gouel eno evit al lid. Olivier Lhopiteau, a raio war dro ar salioù skrapañ, a zispleg penaos eo ganet ar raktres deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.