Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 20.09.2019

2 minutes

Pesticidoù: Dour ha Sterioù Breizh 'gemer perzh 'bar guzuliadenn lañset gant Gouarnamant Frañs

Avec : Brieuc Roc'h

Episode animé par : Erwan Blanchard

Ur guzuliadenn 'zo bet digoret gant gouarnamant Bro-C'hall 'vit reiñ an tu da gement hini reiñ e soñj wr an hed etre an dachenn 'vo skuilhet warni pesticid gant ar beizanted hag an tiez. Disadorn tremenet 'oa bet kinniget gant Gouarnamant Bro-C'hall: 5 metr eus an tiez 'vit plant izel ha 10 metr 'vit ar plant uhel. Kement 'mañ 'vit respont da anken an dud hag ivez d'an arreteoù 'zo divizet gant muioc'h mui a vaerioù 'ba Frañs 'vel Daniel Cueff 'ba Langoet 'noa embannet unan araok an hañv 'vit difenn d'al labourerien douar gellout skuilha o froduioù kimiek war ar parkeier re dost eus an tiez ha eus ar skolioù= etre 100 metr ha 150 metr. pezh ne blij ket da bennoù bras al labour-douar hag an FNSEA. Dour ha Sterioù Breizh 'stourm 'bao hanter vloaz 'ba Breizh 'vit gwerzaiñ kalite an dour a gemer perzh 'ban tabut. Gervel an dud da gemer perzh ivez 'bar guzuliadenn war internet, meret eo gant minister al labour-douar ha kavet eo war e lec'hienn. Petra sonj ar gevredigezh eus ar guzuliadenn se ha petra 'zo kinniget ganto. Selaouomp Brieuc Roc'h, 'zo o labourat gant Dour ha Sterioù Breizh. Gant Erwan Blanchard.