Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 24.09.2019

2 minutes

Castaner er Morbihan : diaes da glemmoù an dud o rochedoù melen bezañ klevet

Avec : Klaod an Duigou

Episode animé par : Erwan Blanchard

Digwener 'oa Kristof Castaner 'ba Breizh. Da veure e oa 'ba Gwened evit kemer perzh 'ba un emvod gant 3000 paotr an tan. Betek an Oriant eo bet ministr diabarzh gouarnamant Edouard Philippe goude merenn, 'vit reiñ e souten da boliserien ar c'homiserdi. Eno 'oa degemeret gant tud o jiletennoù melen deuet da vanifestiñ a-enep ar bolitikerezh feuls hag aotrouniek 'zo 'ba Bro-C'hall a-enep dezho ha d'ar bobl. Dibaoe penn kentañ an emsavadeg e miz Du 2018, 'zo marvet 11 den, muioc'h 'vit 4000 den 'zo bet gloazet , 2000 a dud 'zo bet kondaonet ha tost 400 den 'zo bet toullbac'het. 'Ban Oriant, digwener, 'oa Klaod an Duigou o vanifestiñ gant stourmerien all. Kontañ 'ra deomp ar mod int bet degemeret gant ar polis.

Un atersadenn gant Erwan Blañchard