Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 25.09.2019

2 minutes

1500 a dud 'oa o vanifestiñ 'ba Brest a-enep adkempenn al leve

Avec : Pascal Kariou

Episode animé par : Erwan Blanchard

Manifestet e oa a-enep da adkempenn ar mod da jediñ live al leveoù 'vo paeet en dazont. Fell 'ra da Emmanuel Macron, pdt Bro C'hall, krouiñ ur sistem hollvedell: 1 euro paeet gant pep hini ac'hanomp 'roio memes gwirioù war al leve d'an holl. Hiraet eo bet ar prantad da skodenniñ dija : muioc'h 'vit 43 bloaz 'vo ret d'ar re 'zo ganet e 1974 ha war lerc'h. met gall'ra an nen mont war e leve d'an oad a 62 vloaz. 'Pezh ne 'vo ket cheñchet gant al lezenn sanset met gant ar sistem 'zo kinniget e rankfe an nen labourat muioc'h 'vit gellout kaout ul leve leun pe d'an nebeutañ dereat gant ur sistem bonus-malus. Jean Paul Delevoye 'ni 'zo bet fiziet ennañ kas al labour da brientiñ an adkempenn 'neus roet an ali jediñ an oad mat da vont war e leve e-keñver ar spi bevañ. Kaset eo bet an danevell da bennoù meur ar Stad. Divizet eo bet reiñ da votiñ al lezenn d'an deputeed 'benn an hañv kentañ. War ar seblant 'vo aozet kuzuliadegoù gant keodedourien ha gant ar sindikadoù ivez. Sindikadoù 'oa war ar straedoù dec'h 'ba Breizh ha 'ba Frañs a-bezh. 'Ba Brest 'zo bet 1500 den o vanifestiñ memestra, nebeut tre a dud yaouank, dreistholl tud hag a zo war an oad, deuet da vanifestiñ 'vit an dud yaouank. 'Vel Pascal a sonj 'ba dazont e vugale. Gant Erwan Blanchard.