Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 30.09.2019

4 minutes

Manifestadeg an Adunaniñ a voe disadorn en Naoned

Episode animé par : Tugdual Carluer

Disadorn 'oa manifestadeg en Naoned, 'benn goulenn ma vo adunanet Breizh. Gant an tu-kleiz dizalc'hour 'oa aozet an devezh. Er poent diwezhañ 'doa nac'het ar gevredigezh « Breizh Unvan » kemer perzh er vanifestadeg, dre oa tuet betek re en tu-kleiz politikel, war 'doa embannet. Da-heul ur sontadeg diwar-benn ar gwir da zivizout er vro 'oa savet, ur sontadeg lakaet lañs de'i gant ar gevredigezh Dibab, ha Breizh civic Lab. Sklaer ar goulenn, ret eo adlakaat departamant al Liger Atlantel e Breizh. Met e gwirionez 'oa meur a dra da glevet disadorn war straedoù An Naoned, evel 'c'hellfet klevet diouzhtu, digant manifesterezed ha manifesterien.
Ur reportaj gant Tugdual Karluer.