Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 02.10.2019

2 minutes

Ar sizhun dremenet 'oe kavet dekadoù a besked marvet e parrez Sant Inan

Avec : Kristof Gwilhou

Episode animé par : Enora Molac

Ar beure-mañ 'vo dougenet klemm gant ar gevredigezh Dour ha Sterioù Breizh dirak an Ajañs Gall evit ar Bevlieseurted. Dimeurzh vintin eizhtez 'zo, 'oe kavet dekadoù a besked marvet e parrez Sant Inan, mouget gant ar fank e stêr ar Blañvezh. Digoret 'oe bet stankell ar poul kompañsasion e traoñ lenn Gwerledan gant an ti EDF. Seurt oberenn a vez graet gant an ti EDF ingal, mez graet eo bet ar wezh-mañ d'ur mare fall tre. Kalz re nebeut a zour a 'oe er Blañvezh evit ma hellfe ar fank bezañ divesket er stêr. Un druez evit ar besketerien hag evit difennerien an natur, pa oar an nen eo al lec'h a zo bet saotret unan deus ar re nemeto chomet gouez war ganol ar Blavezh. Christophe Gwilhou a zo eil-brezidant komision an Endro e ti-kêr Sant Inan 'zo eus mikro Enora Molac e RBG.