Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 02.10.2019

2 minutes

40 vloaz eo marc'had Kerinou 'ba Brest!

Avec : Goulc'hen Tomin

Episode animé par : Erwan Blanchard

'Benn disadorn 'vo lidet 40 vloaz marc'had bio Kerinou 'ba Brest. ur marc'had 'oa kroet gant un nebeut peizanted yaouank 'noant komanset da labourat mod bio dezho da c'hellout ingalañ o marc'hadourezh rak plasoù ne oa ket d'ar poent se 'vit gellout en ober. Legumaj, fourmaj, kig ha traoù all 'zo gaout bremañ 'ba marc'had Kerinou 'vez da veurzh noz ha da sadorn beure. 'Benn disadorn just mat 'vo lidet gant ur gouel 40 vloaz unan eus marc'hadoù bio kentañ 'ba Breizh. Ha daou ugent vloaz 'zo 'oa ket aes aes sevel 'nañ 'vel pezh 'gonta deomp Goulc'hen Tomin, legumajer war e leve bremañ, 'oa e-touez ar beizanted 'noant savet ar marc'had.