Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 18.11.2019

3 minutes

Raktres 'zo sevel kalzig a dourioù avel 'ba Kreiz Breizh

Avec : Laurent Gall, Serj ar C'houerou

Episode animé par : Tugdual Carluer

E bro Voulvriag, e kreisteiz Gwengamp, zo raktres da sevel tourioù-avel, kement ha produiñ tredan. Met 'mañ ket akord an holl diwar-dro gant se. Rebechet zo 'rafe drouk da yec'hed an dud hag al loened, ha rebechet ivez na vefe ket bet graet en ur mod demokratel ha doujet da ali an dud. Dre se zo savet ur stroll tud d'en em reiñ da glevet. Dec'h 'oa bodet un ugent anezhe war an dachenn, 'kreiz parkeier ma zo tourioù avel da vezañ savet, reoù 180 metrad evit ar re uhelañ. Selaouomp Laurent Gall, unan deus ar re 'deus savet ar stroll ha Serge ar C'houeroù, labourer-douar, an hini tostañ deus an dachenn. Gant Tudual Karluer.