Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 20.11.2019

2 minutes

20% eus ar studierien 'zo o live bevañ dindan treuzioù ar baourentez 'ba Frañs

Avec : Marianne Viaud

Episode animé par : Erwan Blanchard

... Da laret eo nebeutoc'h 'vit 950 euro 'vit gellout kas ar mizvezh. Gant arsellva an dizingalded 'zo embannet ur sifr all: 865 euro dre viz. Kement 'mañ 'zo lakaet war well muioc'h 'vit biskoazh d'ar mare 'mañ, live bevañ ar studierien, abaoe 'ma 'neus peget tan ennañ e-unan ur studier dirak Crous 'ba Lyon 'blam ma 'oa bet nullet e yalc'had 'vel studier. Arc'hantiñ ar studioù c'hall bout diaes 'vit tud yaouank 'zo: 46% anezho rank labourat 'vit gellet en em dibab. 72% n'hallont kat kaout yalc'hadoù gaozen e 'vefe re uhel gopr o zud. Deomp da glask goar hiroc'h war stad sokial studierien 'zo, amañ 'ba Brest, gant Marianne Viaud 'zo studierezh en UBO en trede bloavezh war ar brezhoneg. Gant Erwan Blanchard.