Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Penn-kil-ha-troad - Episode diffusé le 24.11.2019

3 minutes

Penn-kil-ha-troad : An divronn

Episode animé par : Tud a youl vat Radio Naoned

Notenn : Puilh eo an niver a droioù-lavar ha keñveriadennoù liammet ouzh ar c'horf e brezhoneg. Ne oa ket plas evit lakaat anezho holl er gronikenn siwazh ! Bezit fri-furch ha digorit ho keriadurioù muiañ-karet neuze !
Geriaoueg bronnek ar sizhun (dre urzh al lizherenneg pe dost) :

Bronn* (unander), divronn (daouad), bronnoù (liester)

Notenn : implijet e vez divronn evit an dud ha bronnoù evit al loened

Askre : lec'h etre an divronn, kreiz, sez ar santadoù : eienenn ar vuhez dre astenn
Beg/Penn ar bronnoù, bronnenn* : organ gwagrennek ar bruched ma tever al laezh dioutañ p'o devez bet bugale
Bezañ ouzh ar vronn : ur babig ha n'eo ket dizonet c'hoazh, ac'h ev laezh o tont eus ar vruched.
Brennid* : lodenn eus an divskoaz a ya betek laez ar c'horf
Brennidenn* : pezh-dilhad a vez lakaet evit dougen an divronn
Bronn* : spegoù ar morgazhed peg ouzh o brec'hioù, traoù koeñvet, kreskennoù legumaj, traoù kromm (beg ur pod, ul lestr, ur chuk).
Bronneg(ed)* : rummad loened mellkeineged mammalia
Bronnek : bruchedet-mat
Bronduañ : Gloaz ma ra ar gwad takadoù du pe c'hlas-du (diwar bronn ha du)
Bronnig* laezh, bronn ar varaenn : koeñvadenn war ur varaenn el lec'h m'emañ bet o stekiñ ouzh un all er forn
Bronnig* ar c'had, ar c'havr, pe Bronnoù-koukoug : bleuñv gwezvoud
Bronn-vor* : divellkeineg eus ar spesad actinaria
Bruchediñ : en em harpañ war e vruched
C'hwezañ e vruched : c'hwezañ e skevent evit ober van da vezañ kreñv
Dispakañ e vronnoù : diskouez e vruched d'an dud
Kerc'henn* :rann ar c'horf zo en-dro d'ar gouzoug, bruched dre astenn
Reiñ bronn, bronnañ : magañ ar babigoù = reiñ chukig
Reiñ bronn d'ar bal : diskuizhañ o kemer harp war ar bal. Bezañ lezirek.
Pod-bronner : bured. Boutailhadig e lec'h ma lakaer laezh d'ar vugale.
Ur banne bronn :banne laezh roet d'ar babigoù

Bommoù-bruch, Boubenoù, Bourselloù, Brusk, Cheltrennoù*, Flojennoù*, Forfailhoù, Gwrez*, Javen, Kabinoù, Kalon*, Kaolenn*, Kaouledenn*, Kaol-irvin, Krubuilh, Lommoù, Nunu, Peultrin, Sac'had bleud, Stal*, Stomog, Takenn*, Tezh : Anvioù poblek an divronn

Boubou, Bouik, Chuk, Sukig : Divronn e yezh ar vugale
Mammennoù :
Geriadurioù : an Here, Reun ar Glev, Geriahudur ar brezhoneg, Geriadur Galleg-Brezhoneg Martial Ménard
Enlinenn : devri, wikeriadur, Favereau
Levrioù : Eostad Gireg Konan