Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 04.12.2019

2 minutes

Un diouer a dour-tan 'zo 'bar vro!

Avec : Gwenole Ollivier

Episode animé par : Erwan Blanchard

Distanket eo ar mirlec'hioù dour-tan 'ba Vern ('kichen Roazhon), 'ba Brest dec'h. 'Ba Vern eo gant ar boliserien hag ar CRSed eo bet kaset kuit, abred beure, ar re 'zo penn stalioù BTP, tud hag a zo o stourm a-enep ar raktres nullañ an digresk war an tailhoù 'zo da baeañ war an dour tan implijet gant ar mekanikoù war ar chanterioù. War dro 11e beure, dec'h, 'oa divizet gant ar re 'neunt stanket mirlec'h Brest mont kuit ivez. en desped dezho. dre ma 'oa kavet un emglev etre ar re 'zo penn o sindikad ha minister an ekonomiezh hep ma 'vefe goulennet o ali ganto. un emglev war liv ispisial an dour tan 'vit ar mekanikou 'zo implijet gant an embregerezhioù BTP adalek an hañv 2020. Koulskoude 'zo goulennet 'vefe gortozet ur bloaz araok lakaat e plas ar sistem se e plas, ur sistem da staliañ tamm ha tamm hadindan 5 bloaz.
Memestra e chom savenn dour tan an Oriant stanket hudu. 'Ba bro Brest eo erru ar c'hamionoù kentañ da gas dour tan er stassionoù, diouzhtu 'zo bet kalzig a dud o vont da leuniañ stivell o oto. Un diouer a dour tan 'zo bet 'ba Breizh 'kerzh an devezhioù tremenet gaozen oa stanket ar savennoù met pas hepken. Gwenole Olliver, 'zo embreger 'ba Plouider, 'zo chomet seder koulskoude 'nije gellet bout lakaet diaes mont en dro e stal ... Gant Erwan Blanchard.