Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 09.12.2019

2 minutes

Dirgwener oa harzhet Bunge da enporhziañ OGK gant ar falc'herien e Brest

Avec : Jil

Episode animé par : Erwan Blanchard

Kaset 'noant 80 falc'her OGK o zaol da benn digwener beure 'ba porzh Brest. Un oberenn a-enep ar stal Bunge 'zo enporzhiet ganti soja OGK hag a zo produet 'ba Brazil, Argentina pe c'hoazh Stadoù-Unaned. Stanket 'noant mont e-barzh ar stal 'pad ter eur bennaket ha foeltret tapisoù ruilh da gas marc'hadourezh eus ar bigi br as d'ar stal. Un tamm mat a distruj 'zo bet. Milieroù ha milieroù a euroioù 'gousto d'ar stal etre kempenn ar benveg hag ar c'holl arc'hant 'vo gaozen 'vo dibosubl implijout an tapis se ha diskargañ soja 'pad devezhioù.
Goulenn 'ra, neuze, ar falc'herien OGK 'vefe paouezet enporzhiañ soja OGK 'ba Breizh ha 'ba Bro-C'hall. N'eo ket diwar netra 'neunt kaset o oberenn 'ba ti Bunge, 'vel 'pezh a displeg deomp Jil, falc'her OGK anezhañ, 'oa war blas 'ba porzh Brest digwener dremenet. Gant Erwan Blanchard.