Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 12.12.2019

2 minutes

Lopet 'neunt poliserien war sindikalourien 'ba levraoueg an UBO 'ba Brest

Avec : Lena Catalan

Episode animé par : Erwan Blanchard

Poliserien 'ba levraoueg ar Skol-veur! 'Ba Brest 'oa komañset an devezh dimeurzh, abred beure, gant kann etre un 30 bennaket a dud hag ar boliserien hervez an is-prefed. Embannet 'neus 'vefe bet peget tan 'ba poubelennoù gant ar vanifesterien hag ur stal 'vefe bet taget ivez. Kann hervez kont, pa 'oa klasket achap ar re yaouank 'oa unan anezho o klask repu 'ba levraoueg 'ba Victor-Segalen, d'e heul poliserien 'zo erru 'bal levraoueg ha skoet gantañ. Lena 'oa perzh 'ar strollad 'oa bet o reiñ traktoù war bord an hent ha prientiñ an devezh manifestadegoù gant he sindikad FO asambles gant medisined, tud o jiletennoù melen ha kement 'zo. Kontet 'neus deomp he sell war an darvoud 'zo bet dimeurzh. Gant Erwan Blanchard.