Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Ribine Records - Episode diffusé le 11.01.2020

59 minutes

Ribines Records : Garak

Episode animé par : Tud a youl vat Radio Naoned

Brice Sevin pe G�R�Ke anv leurenn 'doa graet anaoudegezh gant ar sonerezh elektronek e penn kentañ ar bloavezhioù 90. Da 14 vloaz en deus e biligoù kentañ hag e lak un troad e bed an tekno awenet mat anezhañ gant Detroit, Berlin ha Pariz.
Aet kuit e-pad 12 vloaz da galedonia-nevez, G�R�K a ro dorn da ziorren leurenn ar Pasifik. Aozer nozvezhioù ha festivalioù e sono hag e raio liammoù mignoniezh gant kalz a arzourien : Agoria, Oniris, Manu Le Malin, Electric Rescue, Sonic Crew, Guy J, Dj Oil, Guy Mantzur, Kevin Di Serna, Doctor Flake. Er bloavezhioù-se e raio G�R�K e ved dijital dezhañ ur bed don ha flour..
Tost ouzh bretoned Astropolis e vo pedet da 24re gouel evit klozan an abadennoù Beau Rivage x Piknic Electronik dirak miliadoù a dud.
Deuet d'ar vro en-dro hag anavezet mat anezhan e embann d'ar seizh avele broduksionoù o sinan gant labelioù evel Naeba Records pe Unstuck Musik. Ha n'eo ket echu c'hoazh.