Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 16.01.2020

2 minutes

O prientiñ an dilennadegoù kêr emañ an UDB

Avec : Maksim Touze

Episode animé par : Tunvezh Gwlagen

Emañ al listennadoù politikel davaat o vezañ resisaet tamm ha tamm ac'hann d'an dilennadegoù kêr. Chom a ra ur mizvezh hanter a-raog an deiziad ma vo gwiriekaet roll ofisiel an dud o kabaliñ evit merañ ar c'humunioù. Amzer d'an dud eskemm, da c'houzout gant piv, gant peseurt strolladoù, pe gant peseurt tuioù politikel emaint gant ar soñj kenlabouriñ. Izili an UDB, Unvaniezh Demokratel Breizh, hag a zo gant ar soñj klask bezañ dilennet, a vo kavet war listennadoù deus an tu kleiz, pe gant ar re c'hlaz, pe gant an daou.
Maksim Touze, deus ar strollad UDB Kornog Kerne, a vo eñ war listennad an tu kleiz e Douarnenez. Emañ deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.