Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 17.01.2020

Reportajoù Keleier ar Vro : 600 stal Biocoop 'zo 'e Bro-C'hall bremañ. : 2020 01 17 War greskiñ ya an niver a stalioù

600 stal Biocoop 'zo 'e Bro-C'hall bremañ.

Avec : Lila Le Guen

Episode animé par : Erwan Blanchard

600 stal Biocoop 'zo 'e Bro-C'hall bremañ. 6500 den gopret labour 'vit ar rouedad bio kroet e mil va c'hant c'hwec'h ha pevar ugent 1986 ha muioc'h 'vit 3500 peizant a gas o marchadourezh d'ar stalioù. War greskiñ ez a marc'had ar boued bio eus 20% bep bloaz.'Pezh a diskouezh 'zo un ezhomm 'vit ul lodenn eus ar vevezourien ne gavont ket o lod ken gant ar vac'hadourezh gwerzhet 'er gourc'hmarc'hadoù. ha gant an etik z'a da heul. 60 stal 'zo bet digoret bep bloaz dindan an tri bloaz tremenet. En o zouez emañ "Ar Baradozic", ar stal Biocoop 'zo bet savet, nevez 'zo, er Relecq-Kerhuon chouk Brest. Un adstal eus ar Biocoop 'zo 'ba Plougastell eo 'benn fin ar gont. Gwelloc'h eo bet d'an 'ni 'zo merour ar Scop digeriñ un eil stal e lec'h brasaat ar Bioccop 'zo bet krouet e 1992 war ledenez Plougastell. Setu 'pezh a zispleg deomp Lila Le Guen, 'zo e-karg eus ar stal vara 'bar Baradozic. Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.