Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Ar Big a Gan - Episode diffusé le 03.02.2020

34 minutes

Ar Big a Gan: 13vet abadenn

Episode animé par : Une émission en breton par et pour les écoliers

Demat d'an holl ! Kontant omp hiriv degemer skolidi nevez e-barzh ar skipailhad kazetennerien yaouank a kas deomp enrolladennoù a-bep seurt da vout skignet en abadenn-se Ar Big a Gan : bugale CP Rohan e Gwened ha skolidi bras Sant-Teve.
E Gwened e kinnigant deomp 4 zestenn evit displegañ penaos klinkañ, penaos lakaat an traoù àr an daol pe lakaat tan ba'r ur voujienn.
E Sant Teve o deus kemeret perzh en ur raktres arzourel get ar strollad Petra Nevez. Desket o deus kanennoù a vo selaouet doc'hte e korf an abadenn-mañ, hag ur bochad tud arall a vo klevet e-pad an hanter-euriad-se! Selaouit mat