Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission An divskouarn o nijal - Episode diffusé le 25.02.2020

46 minutes

Raoul Dufy, ar bloavezhioù fol

Episode animé par : Morgane Bramoullé

Un arzour gall pouezus eo bet Raoul Dufy (ganet e 1877 ha marvet er bloavezhioù 50). Livour, tresour, poder, krouer danvez, kinkler, liesseurt eo bet e oberenn. E mirdi arzhoù kaer Kemper 'vo kinniget betek ar 4 a viz Mae 300 eus e oberennoù. 3 sal a zo da welet, an hini kentañ gouestlet d'e daolennoù n'eo ket an hini dedennusañ daoust ma lak ac'hanomp da splujañ 'barzh e stil, an eil sal er c'hontrol a ziskouez e labour war an danvez hag ur souezh eo !
Annaïck Loizel, heñchourez er mirdi, a vo ganeomp a-hed an abadenn An Divskouarn o Nijal evit kinnig deomp an diskouezadeg Raoul Dufy, ar bloavezhioù fol...