Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 06.04.2020

2 minutes

N'hallo ket arnodennoù ar vacho bezan dalc'het e fin ar bloaz

Avec : Nolwenn Pellard

Episode animé par : Erwan Blanchard

Diriaou d'an eil a viz Ebrel 'noa embannet Edouard Philippe 'vo dalc'het ar vachelouriezh ar bloaz-mañ kousto pe gousto. Met aozet 'vo en ur mod all 'vit kustum. N'hallo ket minister an Deskadurezh Stad aozañ an arnodennoù 'vel dleet. An notennoù bet tapet a-hed ar bloavezh 'vo implijet 'vit priziañ al liseidi 'zo e klas termen, war bouez an notennoù bet roet 'kerzh ar prantad klozañ. Jean-Michel Blanquer, ministr an Deskadurezh 'neus kadarnaet an diviz-mañ digwener beure. Memestra 'vo dalc'het ar sistem juri dre departamant 'vit studiañ doserioù pep lisead 'vit priziañ temz spered ar re yaouank, ar boan 'neunt lakaet 'ba o labour. Ar mod se 'vo lakaet e pleustr 'vit gellout kempouezhañ ar sistem disheñvel 'zo da notenniñ hervez al liseoù. Memes mod 'vo graet gant ar breved ha diplomoù 'vel ar CAP hag ar BEP. Deomp pelloc'h gant Nolwenn Pellard 'zo ba Penn ar C'hrann, 'kichen Landerne, o chom. Petra soñj ar plac'h yaouank 'zo klas termen S 'ba lise Diwan 'ba Karaez eus diviz ar gouarnamant. Gant Erwan Blanchard.
N'eo ket disoc'h gant ar bloavezh skol tamm ebet. Evit kaout ar vachelouriezh 'ranko an holl liseidi kenderc'hel da labourat, 'bar gêr 'pe 'bal lise, beket ar 4 a viz Gouere. A-hend all 'vo ket roet an diplom dezho.