Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 07.04.2020

2 minutes

Kas medisined eus Kuba da labourat 'ba Ospitalioù ar vro?

Avec : Gwilhom Bricaud

Episode animé par : Tunvezh Gwlagen

Gant Dom-Tomoù bro C'hall zo bet goulennet sikour gant Republik Kuba da gas medisined da souten anezho enep ar c'hleñved-red. Beteken oe difennet da vedisined diavaez Europa labourat e broioù Europad. Un dekred a zo bet embannet ur sizhunvezh 'zo gant Edouard Philippe evit lajad ar stad a zifrae yec'hed. A-benn bremañ e c'hello medisined Kuba dreist holl, mont da labourat e ospitalioù an Antilhez ha Gwian. Evit poent n'eo ket re ankenius stad red ar C'hovid-19 en departmantoù tra-mor, met ken bresk eo ar servijoù yec'hed du-hont, lec'h ma vank ur bern medisined, ma vefe spontus an efedoù war ar poblañs.
Evit lod dilennidi 'ba breizh, ma n'eo ket ken gwas stad an ospitalioù 'bar vro, n'eo ket mat a walc'h kenebeut d'en em dennañ e tal d'ar c'horonavirus ma yafe war washaat. Kaset o deus ul lizher da Rann-vro Vreizh, da glask kendrec'hin anezhi goulenn gant Kuba kas medisined deomp. Gwilhom Bricaud, kuzulier kêr e Plounevez-Moedeg, a zo e touezh an dilennidi bet sinet al lizher. Emañ deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.