Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 08.04.2020

2 minutes

Pobl Vreizh en dañjer...

Avec : Gael Briand

Episode animé par : Erwan Blanchard

E niverenn Pobl Vreizh ar miz diwezhañ 'neus skrivet Gael Briand ur galv d'al lennerien ha d'ar Vretoned. Diaes eo planedenn ar gazetenn viziek 'zo tost eus an UDB, ar strollad politikel emrenour. N'eo ket kempouezh kontoù ar gelaouenn. War dro 15 000 euro 'zo kollet bep bloaz... N'eo ket ingalet e lec'hioù a-walac'h 'vit bezañ brudet.
Evit bevañ gwelloc'h e rankfe kaout muioc'h a dud koumanantet d'ar gelaouenn 'vit pezh 'zo an deiz a hiriv. War dro 2500 skouerenn eus ar gazetenn Pobl Vreizh vez moullet bep miz. 'pezh n'eo ket a-walc'h 'vit ar stal 'zo skignet ganti ar gazetenn. Goulennet 'zo gant an ingaler digreskiñ c'hoazh an niver a skouerennoù 'zo da gas d'ar stalioù ha dre se gounit muioc'h a arc'hant. Displeget 'en deus Penn kazetenner Pobl Vreizh Gael Briand da Erwan Blanchard ar mod 'ma vez dasparzhet ar gelaouenn.
Evit gellout koumanantiñ Pobl Vreizh 'c'haller mont war lec'hienn internet ar gelaouenn le peuplebreton.bzh.