Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 19.05.2020

2 minutes

Roet vez Prizioù ar Brezhoneg 'benn ar fin !

Avec : Mael ar Gwenneg

Episode animé par : Tunvezh Gwlagen

Ar sizhun-mañ e vez diskoachet disoc'hoù Prizioù ar brezhoneg ! Ar prizioù roet gant ar chadenn FR3 hag Ofis Broadel ar Brezhoneg. 7 rummad a zo, hini ar c'hevredigezhioù, hini ar strollegezhioù lec'hel, hini an embregerezhioù prevez, hini al lennegezh, hini ar pladennoù, hini ar c'hleweled, da lâret eo ar filmoù, hag hini brezhoneger pe brezhonegerez ar bloaz. Muioc'h evit daou viz 'zo e oa sañset bezañ dalc'het lid ar Prizioù evel bep bloaz, da embann war eeun ha war an ton braz piv voe ar re hag o deus graet ar muiañ evit ar brezhoneg e kerzh ar bloavezh 2019. Mez al lid braz a zo bet nullet abred gant Fr3, dre berzh d'ar C'hovid-19. Setu pezh a lâr Mael Gwenneg domp, hag eñ rener e ti Fr3 war ar programmoù e brezhoneg.
Dilun eo bet resevet Priz ar c'hevredigezhioù gant "Mignoned ar Brezhoneg" evit bezañ lakaet e plas al lec'hienn internet Stal.bzh. A hed ar sizhun e vo roet ur priz pe zaou bemdeiz.