Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 29.05.2020

2 minutes

Ne yaio ket an UJAP, kleub basket Kemper, e lig Uhellañ bro C'hall

Avec : Keven ar Fur

Episode animé par : Erwan Blanchard

Ne yall ket an UJAP, kleub basket Kemper e lig Uhellañ bro C'hall fin ar gont. Dimerc'her zo bet dalc'het emvod meur Lig Broadel ar Basket, da zivizout deus ar pezh a vo graet gant ar sezon kampionadoù-mañ. Hag e vo ar bloavezh 2019-2020 ur bloavezh evit netra fin ar gont, ne vo skipailh ebet o pignal nag o tisken etre rummadoù. Evit an UJAP hag a voe eil war ar renkamant pa zo bet ehanet da zerc'hel ar c'hrogadoù, eo un dipit. Daoust ma ne oa ket sañset geller tremen er rummad Uhel gant an eil plas ar bloaz-mañ zoken. Selaouomp displegadennoù Keven ar Fur, prezidant ar gevredigezh harperien UJAP Family. Emañ deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.