Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 02.06.2020

2 minutes

Nullet eo arnodenn dre gomz ar bak galleg...

Avec : Ewen Laot

Episode animé par : Erwan Blanchard

Nullet eo arnodenn dre gomz ar bak galleg 'benn fin ar gont. Kement 'mañ 'oa embannet ar sizhun dremenet gant gouarnamant Bro-C'hall. Koulskoude eo serret al liseoù abaoe kreiz miz Meurzh ha diwar se diaes da brientiñ an holl destennoù 'zo da ginnig d'ar gelennerien da geñver ar bak. Hervez Jean-Michel Blanquer 'oa divizet nullañ an arnodenn se kuit na vefe un digempouezh etre al liseidi hervez an departamant 'lec'h m'emaint o chom. Ewen Laot, ul lisead eus ar Relecq-Kerhuon, 'zo e klas kentañ 'ba lise Diwan. Dipitet ne 'oa ket bet 'pa 'noa klevet ar c'heloù. Gant Erwan Blanchard.