Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 03.06.2020

2 minutes

Dañjer a vez lakaet war ar c'helen brezhoneg gant ar c'helen saozneg !

Avec : Paol Molak

Episode animé par : Neven Penneg

12 kannad o deus kensinet ul lizher kaset da Vinistr an Deskadurezh Stad, Jean-Michel Blanquer, ar sizhun dremenet. Pal al lizher eo kelaouiñ ha gervel ar gouarnamant war ar riskloù da lakaat kevezerezh etre ar yezhoù rannvro hag ar yezhoù estren en deskadurezh er skol. E Breizh e departamant Penn-ar-bed zo bet embannet gant an Ensellerezh Akademek e vo lakaet ar c'hentelioù tañva d'ar brezhoneg war ar memes rann hag ar saozneg a-benn an distro skol.
Implijet vez gant ensellerez Akademiezh Penn-ar-Bed ur c'helc'hlizher bet embannet e 2017 evit ma vefe ret d'ar vugale dibab etre an tañva brezhoneg pe an tañva saozneg. Evit ar c'hannad Paul Molac ezel eus ar strollad Liberté et Territoire eo bet fall implijet ar c'helc'hlizher niverenn 2017-072-se.