Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Atersadennoù - Episode diffusé le 30.06.2020

7 minutes

Efedoù ar c'horonavirus war brogramm danvez maer-ezed Kemper #1 tu-kleiz Isabelle Assih

Avec : Anna-Vari Chapalan

Episode animé par : Tunvezh Gwlagen

E kerzh tro gentañ an dilennadegoù kêr e Kemper e oa tremenet teir listennad gwir dezho en em ginnig en eil tro. Erruet oa kostez kostez listennadoù an tu kleiz hag an tu dehou. Gant 32% deus ar mouezhioù e voe erruet danvez maerez an tu kleiz Isabelle Assih e penn an disoc'hoù. Ludovic Jolivet, maer Quimper dibaoe c'hwec'h bloaz, a oa erruet eil nebeut war he lerc'h gant 30% deus ar mouzhioù gant e listennad deus an tu dehou. Danvez dilennadez Ar Republik o Vale (LREM) a oa erruet trede gant kazi 14% deus ar mouezhioù.

Met evel ma ouzhomp mat zo bet darvoudoù etre an div dro. Nebeut a efedoù 'n eus bet enkadenn ar c'hroronavirus war brogramm an div listennad gentañ. Setu da gentañ ar pezh a vez lâret gant Anna-Vari Chapalan, 11vet war listennad Isabelle Assih...

Kaoz a vo ivez deus ar fed ne vefe ket bet kavet emglev ebet e Kemper etre listennad an tu kleiz hag hini an ekolojisted.