Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 08.07.2020

2 minutes

Priz ar vugale hag ar yaouankiz 2020...

Avec : Jean Patern Ars

Episode animé par : Neven Penneg

Digwener ziwezhañ oa bet roet disoc'hoù priz ar yaouankiz ha priz ar vugale e skol Romain Rolland e Lannarstêr. 131 bugel o doa voted evit priz ar vugale o tont eus skolioù : Lannilis, Gwitalmeze, Lannerstêr, Plouha, Plougastell, Lannuon ha Kemperle. Ar priz kentañ a zo aet gant Myriam Guillevic gant al levr Ar Junglenn Drouzus hag an eil Priz a zo aet gant Kristian ar Braz  gant al levr « Park ar boudiged ». Evit priz ar yaouankiz oa bet 166 bugel o votiñ o tont eus Sant Ervlan , Landivizio, Brest hag ar Releg. Evit rummad ar 4re Lise eo aet ar maout gant Gégé Gwenn hag al levr Tamarra, aet eo an eil briz gant Paol ar Meur hag al levr Dremme guzh eskalibur. Evit ar rummad 5 ved 6 ved eo aet ar Maout gant Jean Patern Ars hag en deus skrivet al levr Per a wel mat. Aet eo an eil briz gant Paskal Hervio Texüe, tasmant Kastell Brest. Jean Patern Ars hag a oa bet trec'h war ar rummad 5ved 6ved a zispleg deomp perak en doa dibabet skrivañ al levr Per a wel mat. Displegadennoù gantañ deus mikro Neven Penneg.