Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 13.07.2020

2 minutes

Manifestadeg feminist e Brest enep "Gouarnamant ar vez"

Avec : Sophie Trehen-Giacobazzi

Episode animé par : Tunvezh Gwlagen

Digwener diwezhañ o doa galvet ar feministezed an dud da sevel o mouezh er straedoù a-enep da anvidigezh Gerald Darmanin hag Eric Dupond-Moretti da bennoù bras ar gouarnamant nevez adaozet. « Gouarnamant ar vez »  eo lesanv nevez ar gouarnamant adaozet evit kalzig 'tud. Tamalled eo Ministr nevez an Diabarzh Gerald Darmanin da vezañ gwaled ur vaouez... Da Vinistr nevez ar Justis Dupond-Moretti eo e sonjoù a vez rebechet. Anavezet eo ar breutaer evit bezañ a-enep kren d'ar feministezed hag evit bezañ difennet alies mat palforserien. Ur sapre taol evit gwirioù ar maouezed pa ouier eo bet lañset al luskad #MeToo tri bloaz zo... Dre-se o doa en em vodet 400 den e Brest digwener diwezhañ da heul galvadeg « Planning familh Brest » d'en em vodañ war blasenn ar Frankiz. Sophie Trehen-Giacobazzi a zo a-youl vat e Planning Familh Brest ha pouezus tre e oa eviti e vefe klevet buan mouezhioù ar maouezed er straedoù. Selaouomp anezhi deus mikro Neven Penneg.