Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 15.07.2020

2 minutes

Ar brezhoneg er vachelouriezh...

Avec : Remi Toulhoat, Moran Gloagen

Episode animé par : Neven Penneg

N'hell ket an holl liseidi hag o defe c'hoant gellet tremen ar brezhoneg er vachelouriezh. Gant reform al lise degaset gant minist an Deskadurezh Stad Jean Michel Blanquer bloaz 'zo eo bet cheñchet ar reolennoù. Dibaoe daou vloaz e vez klasket gant ar gevredigezh Divyezh lakaat ar Vinistrelezh da gompren e ya reform nevez al lise enep mat ar brezhoneg hag ar yezhoù rann-vro all. Goude bezañ diskleriet e voe nebeutaet an niver a eurvezhioù kelenn e brezhoneg el liseoù publik ar bloaz-mañ gant ar reform, e vez bremañ lakaet war wel ganto e vir da liseidi 'zo gellet tremen o amprouennoù brezhoneg er vachelouriezh.
Muioc'h a zisplegadennoù gant Remi Toulhoat, prezidant ar gevredigezh Divyezh Breizh.