Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Keleier ar Vro - Episode diffusé le 23.07.2020

10 minutes

keleier 9e vintin

Episode animé par : Tunvezh Gwlagen

Emañ Neowise an tostañ deus an Douar hiriv
gant Dominique Merrien deus ar gevredigezh "Loar Gann". Emañ deus mikro Benjmain Bouard e Radio Kerne.
selaouit ar pennad-kaoz

Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en ouzhpenn :

Dec'h voe un devezh stourm evit implijidi ar stal Castorama e bro C'hall hag e Breizh.

Maskloù digoust a vo evit ar re vreskañ, 'n eus prometet ministr ar Yec'hed.

Marv Cedric Chouviat : merzet 'n eus an IGPN en e enklask e oa bet krouget Chouviat dre an a-dreñv, un doare d'ober evit herzel an dud ha na oa ket bet graet anv deuhoutañ gant ar boliserien e kerzh o diskleriadegoù kentañ.

Ur garta war ar boazioù mat da implij louzoù chimik a zo bet sinet gant prefetioù Breizh. N'int ket evit kontantiñ ar c'hevredigezhioù difenn an endro, pell ac'hann.

Tri devezh gouel e Kemper da gemer plas Gouelioù Meur Kerne.