Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 27.10.2020

2 minutes

Divyezh : 5% kresk ar bloaz-mañ "nemetken"

Avec : Remi Toulhoat

Episode animé par : Tunvezh Gwlagen

Daou zevezh 'zo e oa aozet ur c'hollok e kêr Perpinya gant kengevredad ar c'helenn yezhoù rann-vro er skolioù publik, ar FLAREP. Ar gevredigezh Divyezh a oa eno ivez, evit kontañ d'he c'henseurted ar broioù all e peseurt stad mañ an traoù evit ar brezhoneg. Ar bloaz-mañ zo bet digoret 13 klas e skolioù kentañ derezh hag ur c'hlasad skolaj e Kallag. Kreskiñ a ra ivez an niver a vugale skoliataet en hentenn divyezhek publik, met nebeutoc'h eget ar bloavezhioù tremenet. 5% a gresk a zo bet ar bloaz-mañ, e plas 7 an tri bloaz tremenet. Met disingal eo stad an traoù etre kentañ ha eil derez.
Remi Toulhoat, prezidant Divyezh a zo deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Ha disul oa bet kaset ul lizher da brezidant ar Repbulik, a-benn degas dezhañ da soñj e gomzoù e Kemper e 2018, o lâret e oa dav solutaat kelenn ar yezhoù rann-vro.