Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 14.01.2021

2 minutes

Komañset eo gopridi Ospital Landerne da vezañ brec'hiet enep ar C'hovid-19

Avec : Pascal Inizan

Episode animé par : Erwan Blanchard

Kant ha pevar ugent diwar 750 goprad o labourat 'ba Ospital Ferdinand Grall 'ba Landerne 'neunt asantet bout brec'hiet a-enep ar c'hovid 19. Komanset eo, dimeurzh, war an ton bras ar prantad da vaksinañ ar vedisined, ar glañvdiourien, ar skoazellerien ha kement 'zo. 'Vit ar poent 'neus ket met ar re 'zo koshoc'h 'vit hanter vloaz 'zo aotret bout vaksined. Implijet eo bet an danvez brec'hiañ savet gant Pfizer-Bio N Tech ha 180 muzuliad 'zo bet kaset da Ospital Landerne. Pascal Inizan 'zo e-touez implijidi an Ospital 'neunt divizet bout brec'hiet. Dec'h 'oa bet lakaet ar vrec'h dezhañ. ha tremenet mat pep tra!
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard. Daou vuzuliad danvez brec'hiañ 'ranker bout lakaet evit bout vaksinet da vat. Ret 'vo gortoz, bremañ, teir 'sizhun araok gellout derc'hel an eil prantad brec'hiañ 'ba Ospital Landerne. Hag adalek warc'hoazh 'vo komañset lakaat ar vrec'h da annezidi ti ar re gozh 'ba Landerne.