Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

vous propose l'émission

Keleier ar Vro

Du lundi au vendredi EN DIRECT À 07:30 | 08:00 (flash) | 08:30 I 17:30

Matin, midi et soir, des rendez-vous avec l'actualité.
Des interviews, des reportages réalisés en Basse-Bretagne, par une équipe de journalistes ancrés en Cornouaille, Léon, Centre-Bretagne-Trégor et Pays vannetais.
Retrouvez tous nos reportages et interviews sur un espace dédié : ICI !

15 minutes

Dernière émission 23.01.2020

keleier 8e30 vintin

" Deuet mat oc'h en ma zi (kazi) hep lastez "
Gant Claire Kariou, stourmerez evit ar zero lorgnez, deus mikro Benjamin Bouard e Radio Kerne
selaouit ar pennad-kaoz
" 'Vel ma vin ", albom folk nevez Brieg Gerveno
Gant ar c'haner ha soner Brieg Gerveno deus mikro Erwan BLañchard
selaouit ar pennad-kaoz

Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en izhpenn :

Lezenn da cheñch ar sistem leve : Kazi 500 000 tonenn ed a zo stanket er porzhioù gall gant an oberenn "porzh marv" ;

An tu kleiz hag an ekolojisted o deus embannet o c'hinnig chenchamant sistem leve dezho, daou zevezh a-raog ma vefe kinniget hini ar gouarnamant dirag kuzul ar vinistred ;

Daou zen sindiket ha labourerien ar stal Enedis a zo bet lakaet dindan ensell evit bezañ troc'het tredan ur stal Seveso e bro zDordogn.

Brexit : tri bloaz goude m'o defe tud Breizh-Veur votet evit mont maez deus an Unvaniezh Europad, eo bet votet an emglev gant ar Parlamant breizhveuriad dimerc'her d'abardaez.

Lezenn Bioetek : votet zo bet gant ar Sened e vo aotreet an holl vaouezed da gaout bugale dre bPMA e Frañs. Ne vo ket restaolet koulskoude ken evit ar maouezed ha n'hellont ket kaout bugale evit abegoù mezegel.