Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ╔MISSIONS DE RADIO BRO GWENED

vous propose l'Úmission

Sinema

Kaset da benn get Jean-Claude ar Ruyet.
Sell un den a sevenadur, displeget brav ha distaget fraezh, da rei˝ deomp ali ha sklerijenn Ór ar filmo¨ nevez da welet er salio¨. Un digarez da brederia˝ ivez. Bep sizhun, ur gronikenn da selaou hag ar skrid da heul.

6 minutes

DerniŔre Úmission 07.06.2018

Tout le monde debout

Ur film sevenet gant : Franck Dubosc (2018).
Gant : Franck Dubosc, Alexandra Lamy, Elsa Zylberstein (1e47).

Gelli˝ a ra an arvesterion en em c'houlenn pezh film a c'hell boud savet gant un den nad eo ket ober gant ar c'hamera e zouar-gwinizh. Nevez so nawazh e oamp bet sourprenet, ha braw, gant an taol kÓer sevenet gant Albert Dupontel gant e film Au revoir lÓ-haut.

Setu ur fentigeller arall Ú c'hoari gant e gamera ive : Franck Dubosc, daet ur film braw a-walc'h ganta˝ ive : Tout le monde debout ! Anavoud a raomp mousfent Franck Dubosc, pa c'hoari ar foe˝vour par ma c'hell, pabor hag a anav peb tra, merc'hetaer touet, fier ha faro, ha liez tapet ive d'e dro, rag tro-dro dezha˝ ne vez ket an dud sod ataw.

Ama˝ e kavomp ar memez den, rag Franck Dubosc an heni eo a c'hoari Jocelyn, ur penn embregerezh, ataw merc'hetaer touet, un den na'n deus ket mezh da liva˝ gevier evid doned da benn a amoedi˝ ar plac'hed. Etre fars ha bourd e laka ar sevener e ide da zisklosa˝ heb skuizha˝ an arvesterion, rag ouzhpenn 80% anezhe o deus karet ar film, sa˝set.

C'hoarzhed a raomp evel-just, mez mantret omp ive pa welomp an den moned beteg strad ar vouilhenn a-gaoz d'e c'hevier. Rag n'hell ket ar Jocelyn-se parraad a lÔred gevier, ha pikolo¨ gevier, pas c'hoari. Beteg moned re bell gante, beteg kouezhel en hent-dall. Setu aze danvez ar film : gweled a raomp un den gant e akustuma˝s boud c'hoar´et gant e fallbleg.

Goude marw e vamm e oa bet Jocelyn beteg ranndi honnezh, evid adtapoud marse diwezha˝ so˝jo¨ e vugaleaj. Ha du-se e ra anavoudegezh gant e amezegez (e voazinez), ur fulenn a blac'h. Siwazh evita˝, pa za ar plac'h-se e darempred ganta˝ ema azezet e kadoer rodeg e vamm, ha kredi˝ a ra ar vaouez yaouank ema handikapet ive... ha ne gred ket an den dizlÔred diouzhtu. Setu penaoz en em gav Jocelyn gant un hent riskluz-braz. Rag goude boud graet anaoudegezh gant ar plac'h-se, honna˝ a brezant he c'hoar dezha˝, ha hi en ur gadoer rodeg ive, mez maleuruzamant eviti, n'eo ket evid farsal. Ha ne gred ket Jocelyn lÔred ar wirionez dirag an oll.

Penaoz tenna˝ a-dre˝v brema˝, pand eo waet ken pell-se ? Daoust ma wel splann a-walc'h pegen sod ema e fesono¨, daoust m'ema e vignoned Ú lÔred dezha˝ distroi˝ d'ar wirionez an abreta˝ ar gwella˝, ne gav ket enna˝ trawalc'h a galonegezh evid tala˝ douzh ar gaou spontuz en deus lÔret. Ha diskenn a ra en toull, pazenn ha pazenn, ha deval a ra en ifern en deus kroueet evita˝ e-hunan gant e gomzo¨ dibouell. Ne wel ket mui penaoz distroi˝ d'ar realded heb koll e hanw mad. Etre daou so˝j ema : petra ' vo ar c'houstusa˝ evita˝, doned a-dre˝v, da lÔred eo disklaeria˝ ar wirionez ha koll istim an dud tro-dro dezha˝ pe derc'hel da voned gant e hent dall ?

Daoust d'ar re henn kar hag a ra o seizh gwella˝ evid roi˝ dorn dezha˝ e fo˝s ar pu˝s, e talc'h da blanta˝ kaol ar faosoni, rannet ha frailhet e ene rag gweled a ra ar briz a vo da baea˝ emberr. Ur film etre noz ha deiz eo enta, farsuz meur a skenenn enna˝ mez siriuz-braz ive pa ziskouez an handikap hag e lec'h er gevredigezh. Plijuz eo gweled Alexandra Lamy hag Elsa Zylberstein, daou bortred a vaouezi dalc'het gant o c'hoanto¨ hag o foanio¨, poanio¨-korf ha poanio¨-spered.

N'eo ket ar gevier trao¨ dibaot. En-dro dimp e vleu˝vont ha˝v-gouia˝v, beteg penn uhella˝ ar gevredigezh, er broio¨ estren kement hag er vro-ma˝, en endro pell kement hag en endro tost. Ennimp marse, kit da ouied... N'eo ket gwir ?