Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS DE RADIO KREIZ BREIZH

vous proposent l'émission

Pikous Dibikous

Pikous Dibikous

11 minutes

Dernière émission 16.10.2019

Kendalc'h ha Warl' Leur àr hent an eured

Avec : Tristan Gloaguen, Nadine Urvoas

Miliadoù a zañserion eh eus e Breizh, evit ar pezh a sell doc'h ar c'helc'hioù keltieg, korollerezh hag arvestoù aozet. 15 000 a dud a zo ezel deus Kendalc'h, 6 000 e Warl 'Leur.

E penn ketañ, e 1950 e oe razh an dud e Kendalc'h, en o mesk Bodadeg ar Sonerion.l. E 1965, divizet get ur sammad mat ag an izili n'em zispartiañ ha krouiñ meur a kevredigezh, Warl 'Leur en o zouez.
Warl 'Leur ha Kendalc'h a zo dispartiet a-c'houde 54 blez. Deuet eo an div gengevread de vout e koñkurañs : 2 kampion Breizh a zo. Ha 2 aozadur penn dor benn.

Disul oa bodet izili an 2 strollad evit komz ag ur fuzion, n'em lakaat asamblez en-dro. Un darvoud dreist-ordinal oa aozet e Pondi disul paset. Ohpenn 250 den enno, tomm ha yen get an ide. A-du eo tud an 2 aozadur evit lâret e vez graet ar mem tra gete. Ar mizioù da zont e vo labouret start gete evit monet e-biou o ziforzhioù.

Enora Molac deus RBG he doa komzet get Tristan Gloaguen, rener Warl' Leur, ha get Nadine Urvoas, preziadntez-kozh Kendalc'h.