Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

vous perpoze l'emission

Ouzhpenn ar Vretoned a zo

Kronikenn ar pobloù

Peseurt yezh a vez kaozeet e-kreiz koad an Amazonia ? Pet pobl a vev e Bro-Nepal ? Perak ne vez ket savaret oubic'heg ken ? Pelec'h emañ an Aïnoued o chom ? Piv eo Cristina Calderón ? Ar respontoù a vo roet deoc'h er gronikenn-mañ !

4 minutes

Daraine emission 13.02.2019

Ouigoured hag ur soudard chinezOuigoured hag ur soudard chinez

Petra c'hoarvez gant an Ouigoured ?

7 milion a Ouigoured a zo o chom er Xinjiang. Ar vro-mañ a zo staget deus Bro-China muioc'h evit c'hwec'h-ugent vloaz 'zo met ar gouarnamant n'eo ket deuet a-benn morse da renkañ an traoù mat du-hont. Ha fall-spontus eo ar jeu bremañ : ur milion a dud a zo bet kaset e kampchoù bras ha n'ouzer ket kalz traoù diwar o fenn ...