vous perpoze l'emission
un abadenn e brezhoneg gant skolidi evit skolidi
Klasoù divyezhek publik ar Morbihan a genlabour evit magañ un abadenn miziek : ar big a gan. E-pad un euriad e vez kinniget sonennoù, barzhonegoù, sketchoù ha rimadelloù, èl rezon. Mes ivez, reportajoù, atersadennoù, lennegezh. Rubrikennoù a-ziwar ar skiantoù, ar matematik pe ar yezh a c'hell kinnig ar skolidi ivez, ha gante e vez graet an enrolladennoù en o c'hlasoù.
Un abadenn sevenet get Gwenn Vorc'h.
Ar Big a Gan: n'eo ket pell ar vakansoù Nedeleg!
O : Morwenn Lenormand
Setu ni en-dro gant ar Big a Gan, un abadenn sevenet get ar skolidi divyezhek evit ar skolidi divyezhek.
Setu un hanter euriad plijadur get kenigoù a-bep seurt : sonennoù get skolidi Maoron, Baod pe An Oriant, ur lennadenn get bugale Baod a-ziàr un tem a blij d'an dud, (ne lâran ket deoc'h peh hani eo . dalc'hamp un nebeut suspens ur seurt !) Ni glevay ivez ur rubrikenn tro-dro d'ar Ragistoer ha Galia, get skolidi Ploermel. Skolidi CM Brec'h o deus reportajet e kornad an Alre, pezh a vo klevet tuchant. Ni dapay doéré ag ar Vendée Globe get skolidi CM Baod. Anav a rit ar redadeg bagoù tro dro ar bed !
Goude an droiad àr vor get ar re CM vo tro bugale klas ar re vras, Cp ha CE1. Gint lennay deomp un albom o deus studiet er c'hlas...
Setu arriu prantad An Nedeleg!