Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

vous perpoze l'emission

Tonkad un ton

Un abadenn istor ha sonerezh kinniget gant Lou Millour ha GAel Roblin
Petra eo an tonioù 'neuint awenet ar stourmoù, ar brezelioù, an dispac'hoù...
The fileds of anthenry, kan etrevroadel ar labourerien, lili marleen, bella ciao, grandola villa morena, wiskey in the Jar, Wich side are you on hag ur bern reoù all...

28 minutes

Daraine emission 27.01.2014

You'll Never Walk AloneYou'll Never Walk Alone

You'll never walk alone

You'll Never Walk Alone zo ur ganaouenn savet gant an daou sonaozer stadudanat Oscar Hammerstein II (evit ar gerioù anezhi) ha Richard Rodgers (evit an ton anezhi) e 1945.
Deuet eo da vezañ ur standard, bet adkanet gant meur a arzour hag aet da gan un nebeud kleuboù mell-droad, al Liverpool Football Club en o zouez.
Da gentañ-penn e oa bet savet evit ar gomedienn war gan Carousel a oa bet krouet e Broadway ma veze kanet gant an aktourez stadunanat Christine Johnson. Berzh he devoa graet ar ganaouenn er Stadoù-Unanet Amerika en abeg d'ar mare : ne oa ket peurechu an Eil Brezel-bed hag ur bern tud a chome ur c'har dezhe war dalbennoù Europa pe ar Meurvor Habask c'hoazh.
Gant ar strollad eus Liverpool Gerry and the Pacemakers e oa bet kanet e 1963 ha ne badas ket pell a-raok ma'z eas da gan ofisiel suporterien ar c'hleub lec'hel kerkent ha 1964. Un enrolladur eus o c'hanioù a gaver e dibenn ar ganaouenn Fearless (en albom Meddle (1971)) gant ar strollad Pink Floyd.
D'ar 4 a viz Du 2001 e oa bet kanet You'll Never Walk Alone gant Barbra Streisand da-geñver an Emmy Awards evit dougen bri d'an holl dud bet gloazet pe laeret o buhez digante e-kerzh Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001.

When you walk through a storm
Hold your head up high
And don't be afraid of the dark
At the end of the storm
Is a golden sky
And the sweet silver song of the lark
Walk on through the wind
Walk on through the rain
Though your dreams be tossed and blown
Walk on, walk on with hope in your heart
And you'll never walk alone
You'll never walk alone
Un abadenn gant Gael Roblin ha Lou Millour

Métr un mot de billet en pus