Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

vous perpoze l'emission

Trouz ha safar...

Trouz ha safar ha musik àr un dro
Istoerieù kontet, musik choejet get Gentas Buhe
E-pad en ugenad minud bannereh radio Gentas Buhe e gannig doh de gleùet istoerieù tennet ag el lennegeh a vremeñ aveit er vugale. En istoerieù-señ e zo troet e breton geton ha guisket anehe get musik e blij dehon. E fin en abadenn e ve dizolet en titreù ag el levrieù ha pladenneù CD bet kleùet eraog. El un tammi' troh ema er bannereh radio-señ aveit er cheleùerion iuvank hag o zud e-pad o deùeah. Un tammi' troh de huinéal en hur zizolai un istoer neùe pe cheleù doh musik dishañval doh e re kleùet a-liesañ.