Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

vous perpoze l'emission

Un Den Er Bed

Un den er bed, un deiz bennak, pe ur vuhez-pad, en deus graet un dra, pe meur a dra, mat, pouezhus, ret, fentus, a vez gwell brudañ.

7 minutes

Daraine emission 01.10.2020

Léonard Peltier, un hir a vac'hadenn bolitik

Goude marv Crazy Horse e 1877, goude ma oa bet peursujet Red Cloud ha drouklazhet Sitting Bull e 1890, goude lazhadeg Wounded Knee ne chome mui netra eus ar Resistañs norzh-amerindian kalonek a oa bet kaset gant ar bobl Sioux e fin an XIXvet kantved.
Kraouiet 'oant bet e mirvaou treset o harzhoù gant an Norzh-amerikaned nevez, diberc'hennet eus o douaroù, deus o sevenadur, eus o c'harg a gerent a-wezhoù. Peurvezhekaet. Truekaet. Beuzet er boeson. Ne vire ket deusoute da chom tud, ha don enne e klaskent c'hoazh gouzout piv oant hag adc'hounit o lorc'h hag o librente.
Er bloavezhioù 1950 'oa bet ret d'an Norzhamerindianed yaouank mont war-du ar c'herioù bras. Er c'herioù bras-se o doa en em gavet gant minorelezhioù all, minorelezhioù stourm, minorelezhioù desket war ar bolitikerezh hag an istor, an holl el luskad enep ar gouarnamant evel ma oa pleustret d'ar c'houlz-se: Black Panthers, ar Bortorikaned, an enebourien d'ar brezel kaset e Vietnam. Ar birvilh-se, an entan nevez-se en deus roet, e 1968, an American Indian Movement, savet a-ziwar patrom ar luskad da zifenn gwirioù sivik ar re zu. An AIM neus graet berzh, brudet eo bet buan.Hag abred ivez 'oa arruet Léonard Peltier ennañ.