Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

vous perpoze l'emission

Bac'het en ti

An abadenn nevez gant skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned, Bac'het en ti, abadenn ar c'henfinañ.
Serret eo studioioù Radio Kerne ha Radio Naoned met dalc'het hon eus da eskemm etrezomp dre Skype ha Discord, eskemmet hon 'neus kantadoù a jifoù hag omp en em aozet evit gellet adober un abadenn pemdeziek, pep hini deus e du gant an dafar a c'hellemp staliañ er gêr. Kalite ar son ne vo ket ken uhel anat deoc'h met a-drugarez d'an teknologiezhioù hiniennel a zo a galite uheloc'h uhelañ e c'hellimp kinnig deoc'h atersadennoù, kronikennoù ha titouroù a-bep seurt en hantereurvezh abadenn-mañ.

89 minutes

Daraine emission 03.06.2020

Adkroget ganti #6Adkroget ganti #6

Adkroget ganti #6

Adkroget ganti, un abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.
Hiziv 'vimp asambles gant Keven ar Fur digentañ, prezidant an UJAP Family (kevredigezh suporterien UJAP Kemper), deus mikro Tunvezh Wloegen. Mikael Bihannic a vo deus mikro Enora Molac ivez, evit safaret deomp deus ur pezh mell labour a zo bet kaset da benn gant Breizh Sevenadurioù, diwar-benn ar pardonioù e Breizh.
Teir c'hronikenn : Ouzhpenn ar Vretoned 'zo gant Benjamin Bouard, Ar Bed o Treiñ gant Laetitia Fitamant hag ar gronikenn Yec'hed asambles gant Gaelle Pedron ha Tomaz Laken.
Keleier gant Erwan Blanchard.