Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Pâssée donée le 10.04.2014

2 minutes

Tradi' deiz 'benn disul ba Gwened.

O : Youena Baron

Pâssée menée o : Yaëlle Le Mouël

An dañsoù hengounel a-Vreizh vo lakaet àr-wel 'benn disul e Gwened.
Evit ar pempvet gwezh e vo aozet "Tradi deiz" get ar c'hevredad Kendalc'h. Lodenn getañ ar c'honkour a vo hag e vo ret da zañsourion ar c'helc'hioù kelteg diskweziñ e ouieont penn da meur a zañs er feson hengounel-tre, get stumm ha teknik. 1400 a zañsourion a zay a Vreizh a-bezh hag a-belloc'h zoken. Un emgav a-bouez eo neuze hag a brizia ar labour graet ar c'helc'hioù kelteg evit derc'hel bev an dañsoù ag ar vro. Youena Baron a zo karget a gehentiñ e ti Kendalc'h, pelloc'h he deus lâret da Yaelle ar Mouel.