Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Kronikenn arz - Pâssée donée le 28.06.2010

4 minutes

ART 5 Louise Bourgeois

Pâssée menée o : Ronan Menardeau, Lou Millour

Louise Joséphine Bourgeois (25 a viz Kerzu 1911 e Pariz - 31 a viz Mae 2010 e New York) a zo un arzourez amerikan a orin gall Louise Bourgeois en em stalias e 1938 e New York goude hec'h eured gant an istorour war an arzoù Robert Goldwater (1907-1973).
He bugaleaj a gasas Louise Bourgeois e Choisy-le-Roi. Kempenn pallennoù-moger kozh a oa labour he zud, met hervezi ne voe ket levezonet gant o micher. Da zek vloaz koulskoude e krogas da sikour anezho. Pa oa bugel e verzas ivez e oa he noun karedig he zad hag e rae van he mamm nompas gouzout an dra-se, ha merket e voe gant an darvoud-se. E 1932 e tapas kaout he bachelouriezh hag e studias ar matematikoù er Sorbonne. Goude-se e pellaas diouzh an danvez, dre ma kave dezhi e oa re zamkanel. Neuze e stagas gant studioù arzoù e skol arzoù-kaer Pariz, hag e meur a akademiezh. E-touez he c'helennerien e voe Fernand Léger.
E 1937 e kejas ouzh an istorour war an arzoù Robert Goldwater. Er bloaz goude e timezjont hag en em staljont e New York. Eno eo e kejas ouzh arzourien al luskad dreistrealour, rak lod brasañ anezho o doa ranket tec'hout kuit eus Frañs abalamour d'an Eil Brezel-bed. He diskouezadeg kentañ a voe aozet e 1945.