Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission ar bed-man-bedoù all - Pâssée donée le 30.01.2017

3 minutes

yac'haldoù

Pâssée menée o : Andrea Le Gal

Nebeutoc'h a arc'hant evit an natur
Digresket pe dilamet e vez kalzig a yalc'hadoù d'ar c'hevredigezhioù ekologel, gant strollegezhioù tiriadel. Ne roio netra ken departamant ar Mor-Bihan da Breizh Vev. E rannvro PACA eo bet paouezet da arc'hantaouiñ ar Criirad ha rannet eo bet dre zaou ar yalc'hadoù e Auvergne-Rhône-Alpes.
Un aozadur enklask dizalc'h war ar skinoberiegezh eo ar c'hCriirad. Divizet eo bet gant rannvro PACA, Christian Estrosi en he fenn, lemel ar 100 000 euro a veze roet betek hen evit ober war dro ur rouedad balizennoù a vuzuilh skinoberiegezh an dour hag an aer. Arguzennet eo bet eo kefridi Pennadurezh ar Surentez Nukleel ober al labour-se dija. Gouzout a ra an dra-se ar c'hCriirad met respont a ra ne fell ket dezhi leuskel monopol muzuliañ ar saotradur d'an aozadur foran, kuit ma vefe kontet gevier gantañ e-giz ma oa c'hoarvezet da vare gwallzarvoud Tchernobyl.
Gant ar rannvroioù a zeou
Gant Laurent Wauquiez e penn rannvro Auvergne-Rhône-Alpes eo bet digresket dre zaou an arc'hant roet d'ar gengevredad France Nature Environnement. 35% nebeutoc'h a vo dasparzhet da kevredigezhioù rannvro Hauts-de-France, meret gant Xavier Bertrand. E rannvro Ile-de-France eo 429 687 ¬ ne vint ket roet ken gant Valérie Pecresse da 42 gevredigezh, darn anezho o labourat evit an endro.
Implijoù nebeutoc'h
Implijoù a vez dilamet e kevredigezhioù zo. 9 goprad a vo skarzhet gant Breizh Vev abalamour ma 'z eo bet divizet gant departamant ar Mor-Bihan dilemel ur yalc'had 55 000 euro. Displeget en deus François Goulard n'eo ket evit arc'hantaouiñ ken kevredigezhioù a zoug klemm a-enep raktresoù an departamant dirak ar justis. Ur galv da emezelañ a zo bet lañset gant ar gevredigezh neuze evit he souten.
Liesaat ar gounidoù
Evit ur gevredigezh vras e-giz Kevre evit gwarez al laboused eo 592 000 euro nebeutoc'h a c'hounidoù a zo bet resevet e 2016 e-keñver 2015. N'emañ ket en arvar ar gevredigezh dre ma ne oa ket yalc'hadoù gouestlet d'ar mont-en-dro. Ouzhpenn-se e vez arc'hantaouet 60% eus dispignoù ar gevredigezh gant ar gennad prevez: pourchasoù, roadoù pe gwerzhioù. Evit kevredigezhioù bihanoc'h n'eo ken anat atav, pa vez arc'hantaouet ar bras eus ar budjed mont-en-dro gant yalc'hadoù.
Gant ar Stad ivez
N'eo ket gant strollegezhioù meret gant an tu-deou e vez espernet arc'hant war kein an ekologiezh nemetken. 230 000 euro nebeutoc'h a vo roet gant ar Stad ivez da kevredigezhioù a labour evit reiñ muioc'h a blas d'ar c'hezeg-houarn. Keñveriet eo bet gant Olivier Razemon war e blog e talvez ar sammad-se kement ha 16 metrad linenn tramway, 37 bonus evit prenañ kirri tredan pe evit sevel 37 metrad gour-hent.

Métr un mot de billet en pus